An Eil brezel punek (218 kent Jezuz-Krist - 201 kent Jezuz-Krist) a zo bet an eil eus an tri brezel a enebas Kartada (nes da Duniz hiziv) ha Republik Roma. : Brezelioù Kartada[1] pe ar Brezelioù punek[2]. Dont a ra an anv-gwan punek eus an anv-gwan latin poenicus pe punicus a zeu eus Poenus a oa an anv a roe ar Romaned d'an enebourien-se, abalamour ma oa bet diazezet Kartada gant Fenikianed (Phoenices a dalvez Fenikianed ha Kartadaiz e latin).
Kregiñ a reas ar brezel war intrudu Kartadaiz a felle dezhe kaout o zro goude ar Brezel punek kentañ. Brudet eo c'hoazh jeneraled ar Brezel-se : Hannibal Barca, eus tu Kartadaiz, a dreuzas gant e olifanted ar Pireneoù, ar Ron hag an Alpoù, da gas ar brezel en Italia. Meur a emgann a c'hounezas eno a-enep lejionoù ar Romaned. Diouzh tu ar Romaned, Fabius Cunctator a viras ouzh an drouziwezh da c'hoarvezout, ha Scipio Africanus a gasas argadennoù en Hispania, ha goude en Afrika. Hannibal ne zeuas ket a-benn da lakaat Roma da blegañ na d'he c'hemer dre ma n'en doa ket a ardivinkoù seziz a-hervez. Rediet e voe da zistreiñ da Gartada evit he difenn a-enep dilestradeg ar Romaned. Trec'het e oa erziwezh gant Scipio Africanus en Emgann Zama.
Er c'hontrol eus ar Brezel punek kentañ a oa bet renet ha gounezet war vor dreist-holl e voe an Eil brezel punek un heuliad emgannoù war an douar gant bagadoù troadeien, marc'hegerien hag olifanted bras-kenañ evit ar mare-se. Ne voe implijet al listri hogos nemet da sikour an armeoù da veajiñ.